Filmou diabarz

 

Bez' ez eus frazennou

Hag a ziwan

E kildroennou an envor

Reou all hag a zargud

Spesou e rodellou moged

E kreiz ehonder an didrouz

Me a chom difinv

Dirag c'hoariva gwaduz ma sonjou

Dastum a ran

E-barz palviou ma daouarn

Eun nebeud geriou euruz

Savetaet euz al lazadeg-se dianav ha meur

Hag a zigouez e kuz ar halonou

Testennou trefuet ma'z om

Dirag ar filmou-ze hag a ziroll

Gant liviou dihesk ha boemuz

Hag a lez ahanom heb mouez

Filmou or buheziou bresk ha spontus.

 

2002



Retour à liste des poèmes choisis